Peig Sayers

An Blascaod Mór
Bez Peig Sayers hag he mab

Peig Sayers (18738 a viz Kerzu 1958) a oa ur gonterez iwerzhonat hag a oa bet ganet e Dún Chaoin (Dunquin e saozneg), ur gêr vihan e kontelezh Ciarraí. Da vatezh ez eas a-raok bezañ dimezet gant Pádraig Ó Gaoithín, un den eus An Blascaod Mór (Great Blasket Island) ; da neuze ez eas gant he fried da vevañ war an enez.
Diaes-bras e voe he buhez eno, evel ma kont en he buhezskrid, Peig. Betek ar bloaz 1953 e chomas en Blascaod Mór, a rankas kuitaat pa voe dilezet an enez dre ziouer a dud enni.

Kaset e voe Peig, oadet 80 vloaz, d'un ospital en An Daingean e kontelezh Ciarraí, ma varvas da 85 bloaz d'an 8 a viz Kerzu 1958. E bered Dún Chaoin war beg-douar An Daingean (Corca Dhuibhne) emañ he bez.

Iwerzhonegerez a-vihanik e oa Peig Sayers. Biskoazh ned eas d'ar skol, setu ne ouie na lenn na skrivañ he yezh. Daoust da gement-se e c'hounezas brud dre ma anaveze kalz kontadennoù hengounel, a ouie dibunañ en ur zerc'hel he selaouerien e-pad meur a nozvezh a-wechoù.
Gouizieien evel Seosamh Ó Dálaigh (1909-1992) eus an Irish Folklore Commission (Coimisiún Béaloideasa Éireann) a zeuas da zastum he c'hontadennoù.


Developed by StudentB